Kenstrivadeg danevellou

Kenstrivadeg « Danavelloù » e BREZHONEG « Gouelan Masklet »

Evit e 23vet dalc’h a-benn 2025 festival etrevroadel ar romantoù du ha polar e Penmarc’h,  Ar Gouelan Masklet a ginnig eus ar 15 a viz Genver d’ar 15 a viz Ebrel 2025 ur genstrivadeg « danevell polisez  pe du » skrivet e brezhoneg hag a zo e Breizh…

            …neuze d’ho tro ijinit ha kasit un enklask da benn, empentiñ ha buhezekaat tudennoù souezhus, lakait anezho war al leurenn e lec’hioù a blij deoc’h…Ha evel-just heuilhit kodoù an polar hag ar romant du : ar suspens, kevrinus, un enklask souezhadennoù hag obererezh !

Tapit ho pluenn gaerañ ha riklit e-barzh kroc’hen an dudenn ho peus dibabet… d’ho stiloioù, d’ho urzhiataeroù, ha chañs vat…

AR ROUELIOÙ :

            An testennoù a c’hallo bezañ skrivet o-unan, da veur a hini pe c’hoazh dre glas en 3 rummad da heul : skolidi dibenn ar c’hentañ derez , skolajidi, liseidi hag an dud gour.

 Arabat eo d’an danevelloù mont pelloc’h eget ar muiañ ma c’haller :

            – 3 000 arouezenn, war-dro 1 pajenn hanter, evit ar skolidi kentañ derez,

            – 8 000 arouezenn, war-dro 3 pajenn, evit ar skolajidi,

            – 15.000 arouezenn, war-dro 8 pajenn, evit al liseidi hag an dud gour.

GRWET VO AR PRIZIOÙ

            Roet e vo prizioù an 3 gwellañ da-geñver ar festival eus ar 7 d’an 9 a viz Mezheven 2025. Embannet e vo aozerien an testennoù gwellañ war lec’hienn ar festival, er gelaouenn Al Liamm hag ar sizhunieg Ya ! .

Reolennoù ar genstrivadeg

Teuliad enskrivañ da leuniañ

Publié le dans
,